Bier Breizh
Neuz

Bier Breizh a zo bier graet e Breizh, peurliesañ da vihanañ, gant breserezhioù ha mikrobreserezhioù artizanel. Roet e vez anvioù e brezhoneg d'o bieroù ganto alies a-walc'h.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Breserezhioù zo e Breizh abaoe ar XVIIvet kantved[1].
Krouet e voe ar vreserezh Korev e 1985 e Montroulez. Reiñ a reas lañs d'ar breserezh artizanel e Breizh hag e Bro-C'hall zoken. Dilojañ a reas an embregerezh e Karaez e 2005.
Listenn anvioù bier graet e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Philomenn (melen, rous, du) gant ar vrezerezh Touken e Landreger
- Diwall gant ar strilherezh Warenghem e Lannuon
- Trompe-souris gant Brasserie de la Divatte e Chapel-Baz-Meur e Diwazh-Liger abaoe 2001
- Bière du Bouffay
- Brigantine e Pornizh
- Coreff (melen, rous, du)
- Ar-Men, Britt (melen, gwenn, rous), Dremmwel (melen, rous, alaouret), Tonnerre de Brest, Gwiniz Du (du evel-just) gant Brasserie de Bretagne e Konk-Kerne. Celtika n'eo ket produet ken.
- Tri Martolod (melen)
- Tantad (melen 5%), Penn Gwenn (gwenn 4%), Hini Du (du evel-just ivez 4,7%), Melig (diwar mel 5%), gant Brezerezh An Alarc'h
- An Toull Du (du), An Toull Melen (melen), An Toull Ruz (rous) gant ar vreserezh Ar Broc'h
- Bag Noz gant Brasserie d'Emeraude
- Lactiwel, graet diwar laezh
- Telenn Du (du evel-just 4,5%), Duchesse Anne, Blanche Hermine, Bonnets Rouges (diwar skav, 5,5%), Cervoise Lancelot (melen), Pays De Cocagne (rous 5,5%), Morgane, bier organek, XI.I (du 11.1%) gant Breserezh Lancelot e Roz-Sant-Andrev e Traoñ-an-Oud
- Mor Braz
- Breserezh Les Roger-Bontemps
- Sainte Colombe (melen, du), e Santez-Koulm adalek 1996, dilojet e Kornuz e 2021
- Louarn, IPA graet e Roazhon
- Aezhenn (melen) gant ar vrezerezh Dimezell
- Gueuze de Bretagne, Olde Breizh gant Brasserie des Diaoulig
- Dukez (melen, gwenn, ruz), Rouanez (Rouanez a galon, Rouanez Aour, Rouanez Houpez, Rouanez Du) gant La Fréheloise e Frehel
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Deux siècles de Bières en Bretagne gant Philippe Bonnet, Vincent Courtin ha Yoran Delacour, embannet gant Yoran Embanner, 2007, p. 17, gwelet d'ar 16/01/2025.