Sean Penn
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Sean Penn |
| Anv ganedigezh | Sean Justin Penn |
| Anv-bihan | Sean, Justin |
| Anv-familh | Penn |
| Deiziad ganedigezh | 17 Eost 1960 |
| Lec'h ganedigezh | Santa Monica |
| Tad | Leo Penn |
| Mamm | Eileen Ryan |
| Breur pe c'hoar | Chris Penn, Michael Penn |
| Pried | Madonna, Robin Wright, Leila George |
| Kompagnun(ez) | Charlize Theron, Elizabeth McGovern, Susan Sarandon |
| Bugel | Dylan Penn, Hopper Penn |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Lec'h bac'hañ | Men's Central Jail, Men's Central Jail |
| Karg | President of the Jury at the Cannes Festival |
| Bet war ar studi e | Santa Monica College, Santa Monica High School |
| Deroù ar prantad labour | 1974 |
| Strollad politikel | Strollad Demokratel |
| Relijion pe kredenn | agnostic theism |
| Filmadurezh | Sean Penn filmography |
| Ezel eus | Writers Guild of America West |
| Rummad tost | Category:Films directed by Sean Penn |
| Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |

Sean Justin Penn, ganet d'ar 17 a viz Eost 1960, zo un aktour ha sevener filmoù stadunanat. Enoret eo bet gant daou Academy Awards, evit e rolloù er filmoù Mystic River (2003) ha Milk (2008). Enoret eo bet ivez gant ur Golden Globe Award, ur Screen Actors Guild Award, ha lakaet e anv evit tri BAFTA Film Awards. Enoret eo bet ivez gant ur César a enor e 2015.
Kroget e oa Sean Penn da c'hoari er stirad skinwel (roll bihan lodenn 112) eus Little House on the Prairie d'ar 4 a viz Kerzu 1974. Al lodenn a oa bet renet gant e dad Leo Penn. Goude bezañ bet kroget da c'hoari e filmoù gant Taps (1981), ha rolloù lies er bloavezhioù 1980, evel e Fast Times at Ridgemont High (1982), Penn a oa deuet war-wel evit e rolloù er filmoù drama ha torfedour en At Close Range (1986), State of Grace (1990) ha Carlito's Way (1993). Aktour brudet mat e teuas da vezañ ivez goude ar film Dead Man Walking (1995). Gant ar film-se e voe enoret ha lakaet e anv evit e gentañ Academy Award ha Best Actor Award e Festival filmoù Berlin.